Loisirs · Livres

Memor an Ankounac'h

Memor an Ankounac'h

10,00 €

Neuf · Vendu par Cultura FR · Prix à revérifier. Prix, stock et livraison à confirmer chez le marchand. Chercho partage cette offre et ne vend pas ce produit. Lien affilié.

Girzhier, touflezioù, kerreg, morenn, kinvi o c’holeiñ ar vein… Digor-frank war ar vro karet eo barzhoniezh Herve Bihan, intret gant ar glav, lusket gant skrilhadeg an amprevaned, luskellet gant tonnoù ar mor. Dindan pluenn an aozer e teu an elfennoù-se, avat, da vezañ treuzskeudennoù, arouezioù eus an amzer o tremen, eus ar memor o steuziañ hag eus hor yezh kabestret. Sed aze ton pennañ al levr-mañ: melkoni c’hwek ha c’hwerv rak an traoù karet o vont da goll. Garmoù kounnar, c’hoarzhadennoù, bommoù taolet a-strew, a zeu da regiñ trumm lusk berr ar gwerzennoù, da hejañ a-frapadoù elevez dous an hiboud-se. Bez’ ez eus goanag o sevel koulskoude, ha pa vefe er c’hlemmvan, ha pa vefe a-vouezh izel. Rak gouzout a ra an aozer diouzh galloud didrouz ar gerioù, diouzh an arm dibar a zo eus ar varzhoniezh. En deñvalijenn e teu ar barzh da vezañ ur gedour, ur manac’h digenvez o tigejañ hon teñzorioù kuzh, un diouganer o c’hortoz an navet tonn da zont. Ha pep ger digantañ a gemer blaz an trec’h. E fin al levr e vo kavet ivez pevar c’hronik liesseurt a denn d’ar varzhoniezh, ma’z eus anv eus Nolwenn Korbell, eus The Doors, eus “Kanenn ar C’hanennoù” hag eus ar Verbered. Haies, fossés, rochers, brume de mer, lichens recouvrant les pierres… La poésie d'Herve Bihan est une fenêtre grande ouverte sur le pays qu'il aime ; elle est imprégnée de pluie, rythmée par des stridulations d'insectes et bercée par les vagues. Sous sa plume, les éléments deviennent des métaphores, des symboles du temps qui passe, de la mémoire qui s'efface et de notre langue muselée. Voilà qui donne le ton de ce recueil : une mélancolie douce-amère devant la disparition des choses aimées. Des cris de rages, des rires, des éclats de voix jetés pêle-mêle, viennent parfois déchirer le rythme court et pudique de ces vers. Pourtant, l'espoir se fait jour, fût-ce dans l'élégie, fût-ce à bas bruit. Car l'auteur connaît le pouvoir tranquille des mots ; il sait que la poésie est une arme. Dans l'obscurité, le poète dev

Informations sur cette offre

Catégorie
Loisirs · Livres
État
Neuf
ISBN de cette édition
9782958827021
Marchand
Cultura FR
Voir chez Cultura FR ↗